Clarice de' Medici

Clarice de' Medici

Clarice de' Medici (Firenze, 1493 – Firenze, 1528) a oa merc'h da Piero il Fatuo ha Alfonsina Orsini, ha c'hoar e oa da Lorenzo II de' Medici '1492-1519), a renas e Firenze goude marv o zad. Merc'h-vihan e oa da Lorenzo il Magnifico, ha nizez d'ar pab Leon X. Anvet e oa bet, hervez ar c'hiz en tiegezh Medici, diwar anv he mamm-gozh Clarice Orsini.

Dimeziñ a reas da Filippo Strozzi e 1508 ha mont a reas da chom da Roma, ma oa ar bibien Medici, Leon X ha Klemañs VII, e penn ar vro.
Pa varvas he breur e 1519 e reas war-dro e verc'h emzivad, Caterina de' Medici, a vo rouanez Bro-C'hall.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne